26/11/2025
Kenderc’hel a ra ar gouarnamant hag a pennoù-bras da laerezh arc’hant diganeomp !
Kresket ar frañchizoù medisin, izelet gwirioù an dud dilabour, digresket ar goproù e-keñver ar monc’hwez, skornet al leveoù retred hag ar poent feuriader…
E-keit-se e vez roet muioc’h-muiañ a arc’hant publik d’an embregerezhioù bras ha d’ar re binvidikañ.
N’eus nemet gant hol labour e vez krouet pinvidigezhioù met ne welomp liv ebet eus se.
Goulenn a reomp groñs :
📍Uhelaat ar goproù, er pevez evel er publik
📍Ar SMIC da 2000€ kriz, hag indeksiñ an holl c’hoproù war ar monc’hwez
📍Ingalded goproù etre merc’hed ha paotred
📍Kontroliñ ha kondisioniñ ar skoazelloù publik roet d’an embregerezhioù
📍Lakaat e plas un taos isvevenn evit ar re binvidik-mor
Evit gounit tout se eo dav en em aozañ ! Komzomp eus goproù tro-dro deomp, rannomp hor goulennoù, liesaomp an intrudu lec’hel.
✊Harz-labour ha manifestadegoù d’an 2 a viz Kerzu, holl a-gevred !