22/04/2026
Ur stummadur 2 zevezh evit ar renerien ha renerez ed kampoù e brezhoneg !
🏕️ Dindan teltenn e Tremargat !
📑 PROGRAMM AR STUMMADUR :
● Penaos staliañ hag aozañ al lec’h : hervez ezhommoù ar vinored hag al lezennadur (oad, lusk, ezhommoù ispisial...)
● Al lezennadur, an dielloù da skritellañ hag an dielloù da gaout e renkell ar rener·ez
● Penaos keginañ dindan teltennoù hag ar yec’hedoniezh tro-dro d’ar boued
● Penaos aozañ ar veilhadegoù : prantad eskemm ha distro skiant-prenet
● Penaos kenurzhiañ ha merañ ur skipailh buheziñ e-pad ur c’hamp (lezennadur a-fed prantadoù diskuizhañ, ambroug ur stajiad DABU, ostilhoù hentennel)
● Aozañ ar vuhez pemdeziek ha lakaat ar vonired da gemer perzh e aozadur o c’hamp vakañsoù
● Al liamm gant ar familhoù a-raok hag e-pad ar c’hamp : peseurt doareoù d’ober hag ostilhoù ?
● Penaos adijinañ stummoù ho raktresoù pedagogel hag implijout anezhañ da vat gant ar familhoù, ar vugale hag ar skipailh.
Ha dedennet e vefec’h ?
Poent bras eo en em enskrivañ ma fell deomp gellet derc’hel ar stummadur !
Digor eo d’an holl !